Spectator > desk 'ta brezhoneg ha neuzen e weli pegen fentus e c'hella bout ar vuhez pa vez gwelet dre zaoulegad ur brezhonegour. En brezhoneg a pa vêr é laret kaer get ur c'heneil ne raer namaet dikoniñ. En em c'houlenn a ran pezh keltiegour 'teus bet gwelet aveit laret int trist holl. Bar c'hentelioù amañ bar skolveur ne raer namaet dikoniñ, met se ne c'hellez ket gouiet, 'gava din.
Hag aveit an dud "coincés", 'teus ket 'maet donet da di man dous ha gwelet penaos e vez an traoù etrenemp bamdez ! añfin ne vehs ket aotreet, hor buhez prevez eo.
Ar geltiegourion 'oas en em gavet gete eo paotred 'mod Kervarker pe tud èl-se moarhat, ar re-se ne c'hoarzhent ket lies, met chañjet 'neus ar bed.
Chañs vat... gouiet a ran, diaes eo: ar faltazi zo aesoc'h da gavet aveit ar wirionez, ba tachenn ar Gelted...
Rónán (dikonour ma zo unan )